30 faskour 'neunt taget pratikoù Le Café de la Plage 'ba Brest
1500 den ouzh ar faskourien. Disul da noz ‘oa bodet kalzig a du ‘ba Brest evit lakaat war wel an darvoud ‘oa c’hoarvezet disadorn noz ‘ba plasenn Guerin, chouk d’an tavarnioù. Etre 20 ha 30 den kuzhet o fenn ‘vit lod, armed evit lod all ‘neunt taget pratikou tavarn Le Cafe de la plage : taolet an taolioù warno, roet taolioù bizhier base-ball dezho, gloazet un nebeut tud ha spontet an holl. 'Pad pemp munutenn eo bet feuls tre ‘evel ‘pezh ‘zo diskouezhet gant ur video filmet gant un den zo o chom nepell eus plasenn Guerin… Disul da noz ‘oa manifestet eus plasenn Guerin beket plasenn ar straed Siam dindan luganoù « Brest Anti fa » pe c’hoazh « Ni zo tutti anti fasciti ». Roomp ar gaoz d’un nebeut manifesterien… War blas ‘oa Erwan Blanchard.